Mont d’an endalc’had

African National Congress

Eus Wikipedia
Banniel an ANC
African National Congress
strollad politikel
Deiziad krouiñ8 Genver 1912 Kemmañ
Anv er yezh orinAfrican National Congress Kemmañ
Anvet da sponter gantSuafrika, Stadoù-Unanet Kemmañ
DiazezerJohn Langalibalele Dube Kemmañ
Den e penn an aozadurSecretary-General of the African National Congress Kemmañ
PrezidantCyril Ramaphosa Kemmañ
Sekretour meurAce Magashule Kemmañ
BroSuafrika Kemmañ
Ezel eusSocialist International Kemmañ
Luskad politikelkleiz-kreiz Kemmañ
Ideologiezh politikelAfrican nationalism, sokial-demokratelezh Kemmañ
Lec'h diazezBloemfontein Kemmañ
Sez sokialLuthuli House Kemmañ
SRGB color hex triplet006600 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.anc1912.org.za/ Kemmañ
Rummad evit an iziliCategory:African National Congress politicians Kemmañ

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

An African National Congress (ANC) a zo ur strollad politikel eus Suafrika. Emañ e penn ar gouarnamant du-hont abaoe ma vez renet ar vro gant ur gouarnamant dilennet gant ar muiañ-niver (abaoe miz Mae 1994). Embann a ra ar strollad e-unan ez eo "un nerzh urzhiet eus an tu kleiz". A-raok 1994 e oa ar strollad pennañ e-touez ar re a stourme a-enep an Apartheid hag evit gwirioù ar re zu.

Savet e voe ar strollad e Bloemfontein e miz Genver 1912 , dindan an anv South African Native National Congress (SANNC) a-benn difenn gwirioù ar re zu e Suafrika. A-benn seurt tud a oa ennañ : pennoù meuriadoù, sindikalourien, tud a iliz. John Dube e oa rener kentañ ar strollad, hag e-touez e izili kentañ e oa ar barzh Sol Plaatje. Cheñch anv a reas ar strollad e 1923 ha dont da vezañ African National Congress (ANC).

Pa voe diazezet an Apartheid evel doare da c’houarn ar vro e 1948, e krogas an ANC da stourm a-enep an droukziforc’h gant doareoù peoc’hus. E 1960 e voe lakaet an ANC e-maez lezenn. Er bloavezhioù goude e stagas da stourm gant doareoù kaletoc’h a-enep ar gouarnamant : e 1961 e voe savet en e ziabarzh ar gostezenn armet Umkhonto we Sizwe (Goafioù ar Vroad), a dage an arme hag ensavadurioù ar gouarnamant.

Abaoe dibenn an apartheid e 1994 emañ an ANC o c’houarn ar vro. Kresket e oa an dregantad mouezhioù dastumet gant ar strollad e dilennadegoù 1999 ha 2004.

Cyril Ramaphosa, prezidant Suafrika, zo bet e penn an ANC abaoe Kerzu 2017.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]