Mont d’an endalc’had

Empanada

Eus Wikipedia
Empanada
meuz
Iskevrennad eusstuffed pasta Kemmañ
Danvez implijetbleud, legumaj, kig Kemmañ
Coursehors-d'œuvre Kemmañ
Empanada eus Galiza
Empanada eus Galiza, troc'het
Empanada eus Chile

An empanada a zo ur meuz fardet gant toaz feuilhenneg pe toaz bara. Kig pe besked pe vioù pe fourmaj-laezh pe legumaj a vez lakaet e-barzh an dourtenn. Empanada sukr a zo ivez. Variañs zo war ar framm (karrez, ront, hanter-loar...) hag ar ment diouzh ar vro. Tipikel int dreist-holl e bro Galiza, Bro-Spagn, Portugal ha broioù disheñvel e Suamerika.

Etimologiezh hag orin

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar ger empanada a zeu eus ar verb spagnoleg empanar ha dalv "goloiñ" pe "gwiskañ gant bara". Orin an empanadas zo dianav met ur bern roudoù skrid zo.

Soñjal a reer an empanadas zo ganet er 7vet kantved e bro Galiza, ur rannvro e gwalarn Bro Spagn. An empanada (empãada e galizeg) a zo meneget e-barzh unan eus al levrioù pouezusañ e bro Galiza : Cantigas de Santa Maria (tro-dro 1282) hag ivez e-barzh al Llibre del Coch (1520), al levr kegin kentañ moullet gant moullerez Gutenberg e bro Spagn ha skrivet e katalaneg gant Robert de Nola.

Da gentañ e oa soñjet hervez kont e oa anavezet an empanadas gant ar Spagnoled a drugarez d'ar Vaoured a implije kig-oan ha spisoù. Met evit gwir e oa kavet kalz abretoc'h moarvat gant ar C'hresianed a implije an toaz phyllo hag ar Bersianed e oa ganto dija ur meuz heñvel un nebeut kantvedoù abretoc'h.

Gwirheñvel eo e Latino-Amerika an empanadas a zo treuzkaset pe pinvidiket a-drugarez d'an divroidi sirianek ha libanad e 19vet kantved. Orin empanadas eus Arc'hantina a vefe sambousik, fatayer pe sfiha baalbaki (tipikel eus al Liban) azaset e spagnoleg ha anvet esfihas.

En un tu all, e soñj Claudia Roden (denoniourez ha skrivagnerez kegin) an empanada a teu eus Mailhorka.

Ar pezh a zo sur eo al lod brasañ eus ar sevenadurioù a zo gant ur meuz hengoun heñvel ouzh an empanada.

E-giz kozh e veze fardet an empanadas gant toaz bara met toaz feuilhenneg a vez implijet muioc'h-muiañ. Hiziv an deiz e c'haller prenañ toaz empanadas er gourmarc'had evit aesañ ar rekipe. Empanadas a vez debret tomm pe yen, evel tapas en ur digor-kalon pe evel boued pemdeziek. Aes eo da virout an empanadas er yenerez ha tommaat anezhe antronoz.

Ar fars a vez graet da gentañ (diouzh ar vro an aozennoù vo cheñchet). Ret eo lakaat ar fars poazhet da yenaat un tammig kuit da vezañ losket o touarnañ anezhañ. E-keit emañ o yenaat ar fars e c'haller ober an toaz.

Daou zoare pennañ zo da fardañ empanadas : doare Galiza (bras) pe doare Suamerika (bihan).

Evit ober empanadas doare Galiza eo ret lakaat un toaz war ar bladenn-forn da gentañ. D'an eil, lakait ar fars war ar c'horre ha da echuiñ lakait un toaz all da goloiñ ar fars. Serrit an empanada war ar ribl. Evit ober-se, grit plegoù bihan gant ar bizied (evit ar re varrek war ar gegin) pe flastrit dousig ar ribl gant ur fourchetez evit bodañ an daou du. Gallout a reer kinklañ ar c'horre gant restajoù toaz.

Evit ober empanadas bihan, lakait war pep lodenn toaz un tamm fars war an eil tu ha plegit anezhañ gant an tu egile evit ober ur framm hanter-loar. Serrit an empanada.

Gallout a reer poazhañ an empanadas e-barzh ar forn (mod Galiza) pe fritañ anezhe dindan heoul (mod Suamerika). Evit poazhañ e-barzh ar forn, gallout a reer livañ gant vioù evit kinklañ ar c'horre a-raok poazhañ.

An Empanada hervez ar vro

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Galiza ha Portugal

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Galiza ha Portugal ez eo an empanada ur pastez bras, ennañ toun pe sardin pe voru pe lounezhennoù moc'h pe chorizo, mesket gant tomatez, ognon ha kignen. Ur wech poazh e vez troc'het a dammoù bihan.

Inizi Balearez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Majorka (Inizi Balearez) ez eo ar panades ha cocarrois, goastelligoù bihan, ennañ kig, pesked pe legumaj en ur stumm ront pe karrez.

Da vare ar C'horaiz e vez fardet "empanadas de Cuaresma", toun pe gig-rinkined enno.

Er proviñs-se e vez Festival Broadel an Empanada bep bloaz e miz Gwengolo e kêr Famaillá.