Enepsponterezh
Neuz
Enepsponterezh, pe stourm ouzh ar sponterezh, a vez graet eus hollad an obererezhioù, kadoniezhoù milourel, ha steuñvioù gant ar gouarnamantoù, ar polis ha servijoù spierezh implijet evit talañ ouzh ar sponterezh hag an tuioù pellañ taer[1].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'hentañ unvez enepsponterezh a oa bet ar skourr ispisial Iwerzhonat eus ar Metropolitan Police, savet e 1883 a-benn talañ ouzh ar c'hampagn bombezadurioù gant ar Fenian. Diwezatoc'h e oa bet adanvet Special Branch dre ma oa bet ledanaet e zachenn evit talañ ouzh hollad obererezhioù an emsav Iwerzhonat. Nerzhioù polis Breizh-Veur ha broioù all o devoa savet unvezioù damheñvel.[2]
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (7 a viz Here 2019) "The 2018 National Strategy for Counterterrorism: A Synoptic Overview". American University National Security Law Brief
- ↑ Tim Newburn, Peter Neyroud (2013). Dictionary of Policing. Routledge. 262 p. ISBN 9781134011551.