Fourmaj-kig
| Iskevrennad eus | spread, meuz |
|---|---|
| Implij | spread |
| Bro orin | Roumania |
| Danvez implijet | minced meat, liver as food |
| Cuisine | keginerezh gall, Russian cuisine |
| Course | appetizer |
Fourmaj-kig pe formaj-kig a zo un aozadenn diwar gig miñset ha temzet, poazhet er forn.
E-lec'h ar c'hig e c'haller lakaat kourailhoù pe lard. Legumaj, vi, louzoù-kegin a c'hall bezañ ouzhpennet.
Ar fourmajoù-kig brudetañ : fourmaj-rous, formaj-avu, formaj-lapin, formaj-penn...
Pa vez gronnet an aozadenn gant toaz e komzer eus ur pastez.
En Europa Kreiz hag Europa ar Reter e vez aozet kig-fourmaj avu yar (hag a-wechoù saout), anvet pachtet (паштет e rusianeg, pasztet e poloneg, paštika e tchekeg ha pašteta en hungareg). Poazhet eo an avu, ha mesket gant amann pe lard, hag ognon, karotez, temz ha louzoù.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anavezet e oa gant ar Romaned. Kalz fourmajoù-kig a voe ijinet er Grennamzer en Europa. E-barzh Le Ménagier de Paris (XIVvet kantved) e veneger fourmajoù poñsined, kig-gouez, lapinedigoù, kig-bevin, pichoned, kig-dañvad, kig-leue, kig-moc'h, alc'hwedered, turzhunelled, saout, evnedigoù, gwazi, kig-yar.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Fourmajoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Fourmaj-laezh a zo ur ger all evit keuz. Fourmaj-pesk ha fourmaj-legumaj a zo ivez.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Stal ur charkuter gant fourmajoù-kig a bep seurt.
- Pasztet eus Polonia.
- Kirinad, fourmaj-kig ha pastez.