Henry (fuzuilh)
| Fuzuilh Henry | |
|---|---|
Ur fuzuilh Henry (stumm kentañ). | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Fuzuilh |
| Mont en-dro | Tennata dre zorn, dre loc'henn-grogenn |
| Munisionoù | .44 Henry |
| Produer | New Haven Arms Company (stumm orin) |
| Mare produiñ | Adalek 1862 ; kopiennoù hag adstummoù produet hiziv an deiz c'hoazh |
| Perzhioù teknikel | |
| Mas | 4,2 kg |
| Hirder | 1 137 mm |
| Hirder ar c'hanol | 609 mm |
| Tizh ar boled V0 | 305 m/s |
| Endalc'h | Karger korzennek 16 kartouchenn |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | B pe C hervez endalc'had ar c'harger |
Ar fuzuilh Henry e oa ar fuzuilh fiziapl kentañ dezhi ul loc'henn-grogenn. Ijinet e voe e 1860 gant ar Stadunanad Benjamin Tyler Henry (1821-1898)[1].
Istor ha mont en-dro
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ijinet e voe an arm diwar labourioù kaset evit an embregerezh Volcanic Repeating Arms Company, aet da get e 1856. War e lerc'h e voe savet an New Haven Arms Company gant Oliver Winchester e 1857. Hemañ a zibabas Benjamin T. Henry evel rener an uzin. Henry a labouras war ur wikefre nevez evit adkambriñ buanoc'h munisionoù er fuzuilhoù en ur implijout ar memes sistem loc'henn-grogenn hag hini ar bistolenn Volcanic (1854) : goude un tenn e oa a-walc'h izelaat hag uhelaat adarre al loc'henn dindan an draen evit bezañ prest da dennañ en-dro[1].
E 1860 e kinnigas Benjamin Henry ur fuzuilh loc'henn-grogenn dezhi ur c'harger korzennek 16 kartouchenn. Dre se e kinnige an arm ul lusk-tennañ uhel-kenañ evit ar mare-se : un tenn bep div segondenn, pa c'halled tennañ 2 pe 3 zenn bep munutenn gant ar fuzuilhoù karget dre o beg implijet betek-neuze. Kambret e oa er c'halibr .44 (11,43 mm). Un arm dispac'hel e oa, hag a voe produet da vat adalek 1862 ha gwerzhet dindan anv e ijinour, Henry rifle.
Servijout a reas evel diazez d'ar rummad karabinennoù loc'henn-grogenn brudet savet gant an embregerezh Winchester e dibenn an XIXvet kantved, evel ar garabinenn Model 1873.
Implijerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daoust d'he ferzhioù mat, ne voe ket goulennet kalz fuzuilhoù Henry gant arme ar Stadoù-Unanet. 1 751 skouerenn a voe prenet gant an Unaniezh, ha war-dro 7 000 pe 8 000 anezhe a voe implijet en holl da vare ar brezel diabarzh stadunanat. Al lod brasañ anezhe a voe prenet gant ar soudarded o-unan[2]. Priziet e voe an arm gant chaseourien a glaske ul lusk-tennañ uhel[1]. Implijet e voe ar fuzuilh Henry gant indianed Sioux Lakota da vare emgann Little Bighorn a-enep da varc'hegerien George Armstrong Custer e 1876.
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwelet e vez an arm e meur a film western evel The Good, the Bad and the Ugly (1966). Implijet e vez gant John L. Dunbar (Kevin Costner) e-barzh ar film Dances with Wolves (1990), ha gant an Dr. King Schultz (Christoph Waltz) ha Django (Jamie Foxx) e Django Unchained (2012). Ar fuzuilh Henry a c'haller implijout er rummad c'hoarioù video Red Dead Redemption[3].
Ar c'hentañ fuzuilh Henry produet, niverennet 1, a voe profet da Edwin Stanton, Sekretour ar Brezel er Stadoù-Unanet, da vare ar Brezel Diabarzh. Ar fuzuilh niverenn 6 a voe profet da Abraham Lincoln e-unan, hag an niverenn 9 da c'hGideon Welles, Sekretour ar Morlu, kement-mañ evit kendrec'hiñ anezho da bourveziañ ar soudarded gant an arm. Ar fuzuilh profet da Stanton a zo bet gwerzhet diouzh ar c'hresk 5,875 milion a zollaroù en Texas, e miz Even 2026. An arm-skoaz kerañ eo gwerzhet e mod-se[4].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 3 (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, pp. 118-119
- ↑ (en) BUTLER David, United States firearms The first century 1776-1875, Winchester Press, 1971
- ↑ (en) Henry 1860, IMFDB (lennet d'an 22/05/2026)
- ↑ (fr) Le fusil le plus cher du monde vendu 5,9 millions de dollars, Cibles, 31/07/2026