Mont d’an endalc’had

Jakez Kerrien

Eus Wikipedia
Jakez Kerrien
Jakez Kerrien
Anv ofisiel Jacques Querrien
Anv pluenn Jakez Kerrien
Père Jean Kerrien
Obererezh Beleg
Kazetenner
Romantour
Ganedigezh e 1900
e Sant-Tegoneg, Breizh
Marv e 1992
e Gwened, Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg
Enorioù Eil priz ar Bleun-Brug, 1922
Oberennoù pennañ
Ar roc'h toull
Traoù ouzhpenn
Dao dezo
Pennadoù

Jakez Kerrien (Sant-Tegoneg, 1900 - Gwened, 1992) a oa ur skrivagner brezhonek.

Hennezh a oa unan eus ar skrivagnerion niverus a gase o skridoù d'ar Courrier du Finistère. Bet eo war ar studi e skol tadoù Kalonoù-Sakr Picpus en Hondarribia, en Euskadi, a-gevret gant ar skrivagnerion arall Jakez Riou ha Youenn Drezen. Paneve pennadoù-skrid e meur a gelaouenn pe journal, ne skrivas Jakez Kerrien nemet ur romant, Ar Roc'h toull, koulz lavaret. War-lerc'h ha ken abred hag ar bloavezhioù 1930 e ouestlas e vuhez a-bezh d'an abostolerezh ha d'ar Feiz, evel beleg, kent mervel e 1992.

Er bloavezh 1900 eo e voe ganet Jakez Kerrien e parrez Sant-Tegoneg (Bro-Leon), er gêriadenn a Bennaneac'h, en ur familh a gouerion baour.

Abalamour d'al lezennoù a voe votet war-lerc'h an disparti etre an Iliz hag ar Stad e voe serret skol Sarzhav ma veze stummet an danvez-beleion yaouank ha neuze ez eas Jakez Kerrien da gloerdi tadoù a'r C'Halonoù Sakr Picpus, en Hondarribia, en Euskadi, e 1911, d'an oad a unnek vloaz, a-barzh mont da leandi Miranda de Ebro e Kastilha Gozh e 1916, ma reas anaoudegezh gant Jakez Riou ha Youenn Drezen. Eno e studijont meur a yezh evel ar spagnoleg, al latin, ar galleg pe ar saozneg. An tad Wilfrid Müller, hag a oa unan eus beleion veur ar c'hloerdi, a aotreas Jakez Kerrien hag e gavandidi da beurzeskiñ ar brezhoneg. Kement-se a veze graet a-ziwar levrioù a zeoliezh hag Emgann Kergidu Lan Inizan. Kuitaat a reas al leandi-se e miz Eost 1919.

Anvet e voe Jakez Kerrien da gelenner e Belgia, e 1919-1920. E-kerzh e goñje, graet gantañ e Gwened, e 1920, e reas anaoudegezh gant Roparz Hemon ha gant hemañ e vo lakaet e darempred gant Frañsez Vallée ha Meven Mordiern. War-lerc'h e amzer-soudard ez eas da Roma, e-lec'h ma heulias kentelioù doueoniezh ha prederouriezh, a-barzh bout beleget er bloaz 1926 e Sant-Tegoneg.

Yaouank e teraouas e vuhez a skrivagner hag abred hen echuas ivez. Aet e oa gantañ eil priz ar Bleun-Brug, e 1921, evit ur varzhoneg. Skrivañ a reas tri fennad-skrid evit Le courrier du Finistère, e 1922, 1923 ha 1925 : "Ar guziaden aour", "Ar waz dour" hag "Ar roc'h toull". Adembannet e voe e romant Ar roc'h toull e 1926, gant Gwalarn, pa oa c'hwec'h vloaz warn-ugent. Goude se ne skrivas nemet pennadoù a-zivout gwerzaouriezh. E 1930 e voe disoc'h e vuhez a skrivagner ha tolpañ a roas e evezh war e c'halvidigezh a veleg evit ar peurrest eus e vuhez.

E-pad hanter-kant vloaz e voe frer, aluzener e Tours ha kelenner e kloerdi bras Poitiers.

Mont a reas e retred en un ti beleion gozh eus e urzh e Sarzhav e 1983, ha mervel a reas e klañvdi Gwened er bloavezh 1992.

Ar Roc'h Toull

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Embannet eo bet Ar Roc'h Toull a-dammoù, trizek tamm anezhi, e-barzh Le courrier du Finistère (1925-1926). Adembannet eo bet e-barzh Gwalarn (1926) ha gant Emgleo Breiz (1957, 1995). Ur romant berr an hini eo, skrivet e Roma, p'edo Jakez Kerrien war ar studi en ur skol renet gant ar Jezuisted. Evit kantvet deiz-ha-bloaz Jakez Kerrien e voe embannet Ar Roc'h Toull en un doare divyezhek, gant an destenn e galleg, gant ar gelaouenn Armorika.

Ar gouron ar pennañ zo ur paotr yaouank er romant ha gweladenniñ a ra ur c'hev, hini ar Roc'h Toull, ambrouget ma'z eo gant e vreur. Kejañ a ra ouzh ur paread tud, c'hoarierion-gilhoù hag imbourc'herion anezho, hag a glask un dra a c'hallfe bezañ un teñzor kuzh.

Ar romant-se eo pennoberenn Jakez Kerrien. Honnezh zo ul levr berr a-walc'h, marzhus ha fentus war un dro, levezonet gant endro ar skrivagner : hini e vloavezhioù-skol ha hini e yaouankiz e bro-Leon. Ennañ e kaver mojennoù breizhat -evel mojenn ar C'hazh Du- ha menegoù eus ar sevenadur hollvedel. Se zo ur romant a faltazi ("un danevell varzhus" hervez soñj Abeozen) e-men e kaver levezon lennadennoù ar skrivagner evel Dante pe prederourion a vro-C'hres, reoù an Akademiezh enta, lakaet asambles gant gerioù eeun yezh ar beizanted hag al levezon kristen. Ur meni romant-deskiñ eo, a-ouenn gant romantoù kevrinus ar skol romantel, skrivet en ur yezh "c'hwek ha pinvidik" hervez Fañch Morvannou.

"Skuiz e oan pelloc'h o klevout ma zud o lavarout d'in bemdez :

— Te hag a blij d'it kement gwelout traou koz ar vro, n'out ket bet c'hoaz o sellout ouz ar Roc'h Toull. Che !

Ha me a blege va fenn gant ar vez, rak hen anzav a ranken, abaoe an amzer e oan o c'haloupat dre ar vro, n'em boa ket gwelet c'hoaz ar Roc'h Toull.

— Ret e vo d'in, emezoun-me d'in va-unan, mont da welout an estlamm-ze, an eizvet marzenn eus ar bed, paneve nemet evit lakaat an dud-man da rei peoc'h d'in gand o zorr-penn.

Siouaz ! an heol a zave bemdez a-zioc'h ar menez, hag a guze bemdez er mor; bemdez ivez eun abeg bennak a gase ac'hanoun gand eun hent na oa ket hent ar Roc'h Toull. An dervezioù am boa da chom er gêr a vije aet a-benn eun eizvetezenn. Aon am boa da lavarout kenavo d'am parrez hep beza bet an eurvad da welout gant va daou lagad ar burzud a lakae kement a varvailhou war deod ravorezed va fennkêr. Koulskoude an dra iskis-se ne c'hoarvezas ket. Eur sulvez diskar-amzer, goude gousperou, e kemeren penn an hent a ya da Landivizio, gand ar c'hoant start da weladenni ar Roc'h Toull. Yann, va breur, a oa a-gevret ganen, rak hen kennebeut, ma en doa gwelet ar Roc'h Toull a-bell, n'en doa ket gwelet an diabarz, hag e felle d'ezan, eur wech en e vuhez, hen arvesti.E Menharz, anvet evel-se, evit doare, abalamour ma verk ar rann etre parrez Sant-Tegoneg ha Gwimilio, e kemeromp an hent bihan a gaso ac'hanomp betek Luzeg, tost d'ar Roc'h,. An hent a sav goustadik gand an dorgenn. En tu dehou d'eomp, e-touez an dero, e kaver gwezigou lus e-leiz : ac'hane e teu e ano da Luzeg. Ar vro a zo kaer-dreist : koadou d'an nec'h, pradeier d'an traon, gand eun tammig richer en o c'hreiz; en tu all d'ar c'han ar vourc'h, hag a-ziouti rouanez an ilizou tro-war-dro, uhel er vann, sklerijennet gand an heol, lorc'h enni gant he c'hened hag he ment. Uhelaat a reomp. En tu kleiz, war gostez all an draonienn, setu Boujez, brudet en istor ar barrez. Dre eno e tremenas sant Tegoneg eun devez; goulenn a reas eur banne dour da derri e sec'hed. Boujeziz a isas ar chas war e lerc'h. Hag ar Sant da lavarout d'ar pennou fall-ze :

— Boujez a voujezo, biken dour mat n'en devezo.

Ha c'hoaz :

— Kement ki klanv a zeuio er vro, dre Voujez a dremeno." (Ar Roc'h Toull, Gwalarn, 1926)

Oberennoù arall

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ma ouije-me skriva, barzhoneg, in Feiz ha Breiz, 1922.
  • Ar Guziaden aour, kontadenn farsus (8 rann ha 15 pennad), in Le Courrier du Finistère, 1922.
  • Ar waz dour, kontadenn (5 rann), in Le courrier du Finistère, 1923.
  • Dao dezo, pezh-c'hoari, in Breiz Atao.
  • Penn ar c'hreisteiz, barzhoneg, in Gwalarn, niverenn 4.
  • Ha reiz eo ar Werzaouriez Vreizek ?, pennad-skrid, in Gwalarn, niv. 12, 1927.
  • Pennad-kaoz gant Jakez Kerrien ha Pascal Rannou : Re, re em-bije karet ar brezhoneg, in Le Peuple Breton n° 287, 288 et 289 (Kerzu 1988 - Genver 1989).
  • Re am bije karet at brezhone (J'aurais trop aimé la langue bretonne), oberenn klok, gant 40 lizher skrivet da Youenn Drezen, destumet ha kinniget gant Bernez Rouz, Al Liamm, 2026, 392 p.

Studiadennoù a-zivout Jakez Kerrien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Roparz Hemon, Gwalarn niv. 5, pennad-barn war Ar Roc'h Toull, 1926.
  • Fañch Morvannou, "Notes sur Ar Roc'h Toull de Jakez Kerrien", Skol Vreizh, niv. 40-41, 1972.
  • Fañch Morvannou, "Les novices du père Wilfrid Müller", Histoire littéraire et culturelle de la Bretagne, levrenn 3, p. 216-232, 1987.
  • Fañch Morvannou, "Le dernier des trois", Armorica, Ethnologie et Sciences Humaines, niv. 6, 1997.
  • Youenn Olier, Deizlevr brezel I (Kaier miz Du), 1969.
  • Youenn Olier, "Skol Walarn", Imbourc'h, eil levrenn, 1975.