Mont d’an endalc’had

KPV

Eus Wikipedia
KPV


Ur vindrailherez KPV bet implijet gant Gward republikan Irak
Kinnig
Bro orin URSS
Doare Mindrailherez ponner
Mont en-dro Tennata dre argil
Munision 14,5 × 114 mm
Produer Uzin Degtyaryov
Bloavezh krouidigezh 1944
Mare implij Abaoe 1949
Perzhioù teknikel
Mas (hep kartouchenn) 49 kg
Hirder 1.980 mm
Hirder ar c'hanol 1.346 mm

Lusk-tennañ 600 tenn/mn
Hed-tenn efedus 3000 m
Hed-tenn d'ar muiañ 4000 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 1.005 m/s
Endalc'h Gourizoù 40 kartouchenn
Adstummoù nesañ Vickers
MG 08
PM M1910
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

Ar vindrailherez ponner KPV (rusianeg : КПВ, KPV, ur gwreskanv evit Крупнокалиберный пулемёт Владимирова, Krupnokaliberny pulemyot Vladimirova, "Mindrailherez kalibr-uhel Vladimirov") zo un arm soviedel gant ur c'halibr 14,5 × 114 mm. Lakaet eo bet er servij da gentañ evel un arm troadegiezh (anvet PKP) e 1949.

Er bloavezhioù 1960, ar stumm mindrailherez ponner troadegiezh a oa paouezet da vezañ produet dre ma oa re hir ha re bonner an arm. Kemmet e voe neuze an tres evit treiñ an arm da unan enep nijerezioù. Un arm fiziapl-kenañ e oa a-enep karbedoù o nijal izel, hag efedus e oa betek 3 000 metr a-led ha 2 000 metr a-blom. Implijet e oa bet er rummad armoù ZPU enep nijerezioù. He ment kement hag he galloud distruj a oa bet gwelet evel efedus er stumm arm enep karbedoù hobregonet skañv ha dafaret, war ar rummad karbedoù BTR hag ar c'harbedoù sklêrijennañ BRDM-2.

  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan