Mont d’an endalc’had

Karabinenn

Eus Wikipedia
Ur fuzuilh M1 Garand (en nec'h) hag ur garabinenn M1 Carbine (en traoñ), daou arm stadunanat eus an Eil Brezel-bed.

Karabinenn a vez graet e geriaoueg an armeoù eus un arm-tan gant ur c'hanol hir met berroc'h eget hini ur fuzuilh pe ur mousked. Darn anezho zo doareoù berraet eus fuzuilhoù all, o tennañ ar memes doare boledoù. Dont a ra o ment berroc'h eus ar fed e oa ret d'ar marc'hegerezh kaout armoù bihanoc'h hag aesoc'h da dapout krog enne.

Er-maez eus bed an arme, e bed ar chase pe ar sportoù tennañ, ur garabinenn zo un arm hir unan pe meur a ganol rizennet dezhañ. Solutoc'h int evit ar fuzuilhoù-chase dre vras : kambr ur garabinenn a c'hell anduriñ ur gwask etre 3 000 ha 4 000 bar, pa n'hall ket hini ur fuzuilh anduriñ ouzhpenn 1 200 bar[1].

Karabinennoù a raer ivez eus an armoù hir dre aer gwasket pe gaz a c'hall tennañ plomoù 4,5 mm pe 5,5 mm, evit amprouennoù zo er sportoù tennañ pe an dudi.

Ur garabinenn .22 LR etre daouarn Jeremy Teela en unan eus an amprouennoù biatlon C'hoarioù Olimpek Goañv 2002.

Damaotomatek e c'hall bezañ ur garabinenn. Un dra a-bouez eo an damaotomategezh evit ar chaseourien o deus ezhomm da c'hellet tennañ meur a wech deus renk da bakañ loened o redek. Efedus eo ar garabinenn war gantadoù a vetradoù, pa vez diaes lazhañ ul loen gant ur fuzuilh flour he c'hanol en tu all da 50 metrad.

E bed ar sportoù tennañ e implijer karabinennoù un tenn (ur munision a ranker adlakaat en arm bewech ma tenner), pe gant tennata dre zorn : en ur ziblasañ ur morailh a zo war ar gulasenn pe ul loc'henn dindan an draen e c'haller kambriñ ur munision da dennañ adarre. Resisoc'h eo ar c'harabinennoù gante ur sistem morailh, setu e vezont implijet stank er sportoù tennañ, er biatlon, pe er fuzuilhoù-resisted.

Ar c'harabinennoù un-tenn dezhe ur c'hanol da wintañ a vez graet kipplauf anezhe, diwar an alamaneg Kipplaufbüchse ('fuzuilh un-tenn")[2]. Implijet e vezont evit chaseal o tostaat.

Ober a ra ar braz eus ar c'harabinennoù gant kartouchennoù savet a-ratozh evit an armoù-skoaz, evel an .308 Winchester, an .222 Remington hag ar 6,5 Creedmoor, evit ar re anavezetañ. E dibenn an XIXvet kantved e oa kambret kalz karabinennoù evit munisionoù a c'halle mont en armoù-dorn ivez, evel ar .44-40 Winchester da skouer. An .22 Long Rifle, ar c'halibr gwerzhetañ er bed, a zo liezimplij ivez. Ur rummad karabinennoù modern all, anvet PCC (Pistol-Caliber Carbines), zo savet evit tennañ munisionoù armoù-dorn evel an 9 mm Parabellum. Reiñ a reont an tu da dennañ munisionoù skañvoc'h, en ur reiñ dezhe un tizh uheloc'h, a-drugarez d'un arm stabiloc'h evit ur bistolenn. Implijet e vezont a-wechoù evit kizidikaat tennerien da implij armoù-skoaz abalamour d'o argil izeloc'h[3].

Grondin (benel, ur c'hrondin) e oa ar ger brezhonek kent an amprest diouzh ar galleg carabine[4]. Ar galleg carabine a oa deuet e 1694 eus an italianeg, portugaleg ha spagnoleg carabina evit envel seurt mouskedoù, dre implijerien gentañ an arm, anezho marc'hegerien lesanvet "carabiniers", eus ar ger galleg carabin "marc'heger" (1575)[5]. Evit lod e vefe diwar ar provañseg calabre "mekanik brezel kozh" ; evit tud all e teufe eus al latin calabrinus "Calabriat", peogwir e teue ar c'hentañ marc'hegerien-se eus Calabria[6].

E Frañs eo renket al lod brasañ eus ar c'harabinennoù damaotomatek (teir c'hartouchenn d'ar muiañ) pe da dennata dre zorn (dek kartouchenn d'ar muiañ) er rummad C, hini an armoù a ranker diskleriañ goude bezañ prenet anezhe en ur ziskouez un aotre da chase pe ul lisañs sportoù tennañ.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) Joseph E. Smith, The book of pistols and revolvers, Castle Books, 816 p., 1946 (embannadur kentañ)
  • (fr) HARTINK A. E., L'encyclopédie des fusils et carabines, Maxi-Livres, 2002, ISBN 2-7434-5698-1, 312 p.
  • (fr) HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, ISBN 978-2035979650, 320 p.
  • (br) Rann an Ordrenañs, USA, Deskrivadur ar bistolenn M1911, Ar Granenn, 2022
  • (fr) Chris McNAB, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, ISBN 979-1029509872, 304 p.
  • (fr) LAMOTHE Arnaud, Guide pratique des armes à feu, 2025, ISBN 979-10-415-6214-5, 346 p.
  1. Hervez Olivier ACHARD, Le monde des fusils, Solar 2002, p. 17
  2. (fr) Carabine Kipplauf : l’arme ultime pour l’approche ?, Tout-Chasse, 18/07/2025 (lennet d'an 29/07/2026)
  3. (en) Kenzie FITZPATRICK, 9mm PCC Picks: Pistol Caliber Advantages Explained, American Firearms, miz Du 2025 (lennet d'an 31/05/2026)
  4. Devri
  5. Geriadur Littré
  6. Geriadur Littré
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan