Karreg
Neuz

Ur garreg (liester kerreg pe kerrigi) zo ur seurt enezennig graet gant roc'h, dañjerus evit ar bigi peogwir e c'hall bezañ dindan live an dour pe a-rez an dour. Komz a reer eus ur sklosenn ivez.
War an douar e komzer eus karreg ivez a-wechoù, evit ober dave d'ur maen bras, pe ur menez gant stummoù kognek (Karreg an Tan da skouer). Komz a reer eus ur roc'hell ivez. E kembraeg e kaver ar ger carreg.