Mont d’an endalc’had

Krupp

Eus Wikipedia

Friedrich Krupp AG Hoesch-Krupp, brudet dindan an anv Krupp, a oa un embregerezh alaman arbennikaet war ar vetalouriezh. An embregerezh brasañ e oa en Europa e deroù an XXvet kantved, ha produet e voe gantañ kanolioù, karbedoù, bagoù ha listri-spluj evit pourveziañ an armeoù alaman e-pad brezelioù bras an XXvet kantved.

E 1826, Alfred Krupp a heritas eus teuzerezh e dad Friedrich e Essen, er Ruhr. E 1850 e teuas a-benn da gendrec'hiñ arme Prusia da implijout dir e-lec'h arem evit sevel kanolioù. Unan eus an elfennoù eo hag a lakaas Prusia da vezañ trec'h war an tachennoù-emgann ha da astenn he galloud er bloavezhioù 1860, ha da c'hounit a-enep Bro-C'hall e 1870-1871[1].

Pezhioù kanolierezh kinniget e uzinoù Krupp e Essen (war-dro 1905)

Pa varvas Alfred Krupp e 1887 e oa e embregerezh ar produer kanolioù kentañ er bed. Mestr e oa ivez war mengleuzioù, uhelfornioù, ul lestraz, ha tier-bank zoken. Sevel a rae dafar hent-houarn ha bagoù ivez[1]. 75.000 den a laboure evitañ, 20.000 anezhe e Essen[2]. Friedrich Alfred, mab da Alfred, a varvas e 1902. N'en doa-eñ mab ebet. Evit ma chomje an embregerezh dindan beli an Alamaned e aozas an impalaer Wilhelm II un eured etre merc'h Friedrich ha Gustav von Bohlen und Halbach, un diplomat, a ouzhpennas an anv Krupp d'e hini[1].

Goude dibenn ar Brezel-bed Kentañ e voe lakaet Gustav Krupp von Bohlen da dorfedour brezel ha dismantret uzinoù an embregerezh gant ar C'hallaoued hag ar Saozon. Adkregiñ a reas an embregerezh da broduiñ dafar a veze kaset da URSS. Kemer a reas perzh e adarmiñ kuzh ar vro diwar c'houlenn pennoù bras an arme alaman. Tankoù a savas adalek 1926 en-dro, ha kanolioù adalek 1928[1].

Alfried Krupp, mab da c'hGustav, a zistroas da Essen e 1930 goude e studioù. Emezeliñ a reas er strollad nazi, ha dont a reas da vezañ ezel en SS bloaz war-lerc'h. E 1936 e voe anvet da isrener Krupp, e karg eus an adarmiñ, ha rener e voe da vat adalek 1939, pa oa yec'hed Gustav o fallaat. Lakaat a reas Krupp e servij an Trede Reich penn-da-benn. 200.000 den a laboure evitañ e 1943. Er memes bloaz e voe staliet un uzin e kamp Auschwitz. 100.000 sklav a laboure evit Krupp e dibenn ar brezel, Yuzevien evit lod anezhe[1][2].

Barnet e voe Alfried Krupp e 1947 evit e oberoù e-pad ar brezel. Kondaonet e voe da zaouzek vloaz toull-bac'h e 1948 evit trofedoù brezel hag oberoù a-enep ar peoc'h, ha seziset e voe an embregerezh gant Breizhveuriz[1].

Dieubet e voe Alfried Krupp d'an 31 a viz Genver 1951, evit adsevel industriezh an armoù er vro abalamour d'ar Brezel Yen. Lakaat a reas an embregerezh da adkreskiñ : 110.000 den a laboure evitañ er bloavezhioù 1960. Ledanaet e oa bet e dachenn oberouriezh, met diskaret e voe tamm-ha-tamm abalamour da zleoù ha da verouriezh kamm Arndt, mab Alfried. E 1999 e voe kendeuzet gant Thyssen evit sevel ar strollad ThyssenKrupp[1].

Er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Perzh Krupp en industriezh an armoù-tan alaman hag engouestl Alfried Krupp gant an Nazied en deus lakaet an embregerezh da vezañ un arouez a varv hag a zistruj adalek dibenn an XIXvet kantved[2].

E Bro-C'hall eo meneget e meur a ganaouenn vroadelour pe vilourel, da skouer :

  • er Chant de la protestation, unan eus kanaouennoù Chaseourien war droad an arme c'hall, bet skrivet er bloavezhioù 1880 pa oa anv da zizober o unvezioù[3] :

Que le canon Krupp nous décime / Il a sur nous droit de trépas / Et, s’il le peut, qu’il nous supprime / Mais vous, ne nous supprimez pas.

  • e Le Midi bouge, un ton-bale savet e 1870 gant Paul Arène :

Rends-toi ! dit le canon, / L'arme blanche dit : non ! / De Krupp, de Dreyse / Hardi ! Crevons la peau !

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) MANCHESTER William, The Arms of Krupp: 1587-1968, Little, Brown and Company, 2003, ISBN 0-316-52940-0

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1 2 3 4 5 6 7 (fr) GASTON-BRETON Tristan, 1945, la fin de l'empire Krupp, Les Échos, 26/08/2022 (lennet d'an 12/12/2025)
  2. 1 2 3 (en) BIRKENSTOCK Günther, The rise of the Krupp steel empire, DW News (lennet d'an 12/12/2025)
  3. ↑ (fr) Chant de La Protestation, Ministère des Armées et des Anciens Combattants (lennet d'an 12/12/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan