Neptunus
Neuz
Neptunus
| Rann eus | Dii Consentes |
|---|---|
| Reizh pe jener | paotr |
| Anv er yezh orin | Neptunus |
| Tad | Sadorn |
| Breur pe c'hoar | Vesta, Pluto, Yaou, Keres, Juno |
| Pried | Salacia, Thetis, Amfitrite, Venilia |
| Bugel | Halaesus, Leucon, Triton |
| Lec'h labour | Henroma |
| Azeulet gant | Gwengelouriezh Roman, relijion Henroma |
| Deskrivet dre | Statue of Neptune, Neptune and Dolphin, Mars and Neptune, Andrea Doria as Neptune, Venus between Mars and Neptune |
| A implij | tridant |
Neptunus eo doue Henroma ar morioù, ar c'hezeg hag ar c'hrenoù-douar ; Poseidon e oa en Henc'hres.
Mab eo d'an doue Sadorn ha da Gible, a zo anvet Rea ivez. Breur eo da Yaou ha Pluto. Poltredet e vez alies gant ur marc'h pe kezeg gwenn, o varc'hekaat ar gwag, un tridant gantañ en e zorn.
Neptunalia, gouelioù Neptunus, a veze lidet d'an 23 a viz Gouere, a oa X ante calendas Augustas en deiziadur henroman.
- Neptunus e "Marelladur ar rannvloazioù" e Palermo
- Poltred Andrea Doria evel Neptunus, gant Angelo Bronzino (~1545)
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Georges Dumezil. Fêtes romaines d'été et d'automne – Dix questions romaines. Paris : Gallimard, 1975 (ISBN 978-2-07-029253-0)