Mont d’an endalc’had

Ceuta

Eus Wikipedia
Kartenn Ceuta, e spagnoleg

Ceuta (spagnoleg, distaget [θeuta]), pe Sabtah (en arabeg: سبتة, distaget [sabta] en arabeg klasel ha [sebta] er vro) zo ur gêr dalc’het gant Spagn en Afrika an Norzh, damenklozet e Maroko, war vord ar Mor Kreizdouar. Evit Maroko ez eo ul lodenn eus e diriad, trevadennet gant Spagn. Ur gêr emren eo Ceuta, enni war-dro 75 000 a annezidi. Komzet e vez arabeg, berbereg, spagnoleg hag un tammig galleg e kêr.

Ul lec’h a bouez eo Ceuta hag a-gozh eo annezet. E dalc’h ar Fenikianed, ar Romaned, ar Wizigoted eo bet (Kont Juluan). E-pad meur a gantved eo bet ur porzh eus an Impalaeriezh vizantat, a-raok bezañ aloubet gant ar Bortugaliz e 1415, ha tremen dindan yev Spagn e 1580. Abaoe eo chomet dindan veli Spagn. E 1995 e oa bet roet da Ceuta, evel d’he c’hoar Melilla, ur statud a gêr emren.

Enkadennoù enbroañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an noz etre ar 16 hag ar 17 a viz Mae 2021 e voe treuzet an harzoù etre Spagn ha Maroko gant miliadoù a Varokaned. Tamallet eo bet Maroko da vezañ devoudet an enkadenn-se, rak e fin miz Ebrel e oa bet degemeret e Bro-Spagn Brahim Ghali, penn an Talbenn Polisario, ul luskad dizalc'hour eus Sahara ar C'hornôg, evit bezañ prederiet ouzh ar C'hovid-19.

D'an 30 a viz Gouere 2026 eo bet aloubet Ceuta gant etre 50 000 ha 60 000 den o tont dre ar mor pe an douar eus Fnideq e Maroko, ur gêr nes. An enkadenn nevez-se en deus devoudet tabut etre ar gouarnamantoù europat ha gouarnamant Pedro Sánchez, kentañ ministr Bro-Spagn. Sinet ez eus bet ul lizher gant 22 Stad eus Unaniezh Europa evit goulenn ma vefe kreñvaet harzoù diavaez Europa.

Kumuniezhioù emren Spagn
Andalouzia AndalouziaAragon AragonBanniel Asturiez AsturiezBanniel an Inizi Balearez Inizi Balearez KanariezKantabria KantabriaBanniel Kastilha-La Mancha Kastilha-La Mancha
Kastilha ha León Kastilha ha LeónBanniel Katalonia KataloniaKumuniezh València Kumuniezh ValènciaEuskadi EuskadiBanniel Extremadura ExtremaduraBanniel Galiza GalizaBanniel La Rioja La RiojaBanniel kumuniezh Madrid Madrid
Banniel Murcia MurciaBanniel kumuniezh Navarra Navarra
Kêrioù emren
Banniel Ceuta CeutaBanniel Melilla Melilla